Er yezhoniezh e vez implijet an termen drevezadenn (saoz.: wanderwort, diwar an alamaneg: wandern ("bale") + Wort ("ger"), liester Wanderwörter) war dachenn ar geriaouiñ hag ar dermenadurezh evit komz eus un hevelep ger pe termen implijet e meur a yezh e meur a sevenadur disheñvel betek ma n'haller ken goût pe hini a oa ar yezh orin.
E berr gozmzoù, ez eus ur wanderwort ur seurt amprest ispsial bet degemeret gant meur a yezh a-hed an amzer hep ma ouezer eus pelec'h e teuas er penn-kentañ.
Peurliesañ e oant bet roet da anavezout a-hed hentoù ar c'henwerzh, da skouer "sukr", "te", "kumin" ha "jinjebr" anavezet dindan stummoù heñvel a-hed ar Meurvor Habask a-bezh abaoe ar c'henwerzh da vare Oadvezh an Houarn d'an nebeutañ.